Jeremiaz 17:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU ouzhin: Kae hag en em zalc'h ouzh dor Mibien ar bobl, ma'z a ha ma teu drezi rouaned Juda, hag ouzh holl zorojoù Jeruzalem, |
Ra vo mezhek ar re a heskin ac'hanon, ha ra ne vin ket mezhek! Ra vint spouronet, ha ra ne vin ket spouronet! Degas deiz ar gwalleur warno, ha sko warno gant ur gouli daougementet.
ha lavar dezho: Selaouit komz an AOTROU, rouaned Juda, hag holl Juda, hag holl dud Jeruzalem a ya dre an dorojoù-mañ.
ha kae da draonienn mab Hinnom, a zo ouzh toull dor ar Sav-heol, hag embann eno ar c'homzoù a lavarin dit.
Evel-henn e komz AOTROU: En em zalc'h war leurenn ti an AOTROU, ha lavar da holl gêrioù Juda a zeu da stouiñ e ti an AOTROU an holl gomzoù am eus gourc'hemennet dit lavarout dezho; na lam ket ur ger.
Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.
Te eta a yelo hag a lenno er roll ec'h eus skrivet diouzh va genoù, komzoù an AOTROU ouzh divskouarn ar bobl, e-barzh ti an AOTROU da zeiz ar yun. O lenn a ri ouzh divskouarn holl re Juda a vo deuet eus o c'hêrioù.
En em zalc'h ouzh dor ti an AOTROU, hag ac'hane youc'h ar gomz-mañ o lavarout: Selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a ya dre an dorojoù-mañ evit stouiñ dirak an AOTROU.
It, en em zalc’hit e-barzh an templ ha disklêriit d’ar bobl holl c’herioù ar vuhez-mañ.