Eus an neñvoù, an AOTROU a sell d'an traoñ ouzh mibien an dud, evit gwelout hag-eñ e vefe unan bennak skiantek hag a glaskfe Doue.
Jeremiaz 10:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pep den a zo foll dre ar pezh a oar ober, pep orfebour en deus mezh eus e skeudenn gizellet, rak an traoù teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezhadenn enno. |
Eus an neñvoù, an AOTROU a sell d'an traoñ ouzh mibien an dud, evit gwelout hag-eñ e vefe unan bennak skiantek hag a glaskfe Doue.
Ra vo mezhek an holl re a servij ar skeudennoù, hag ar re a denn gloar eus an idoloù! C'hwi, holl zoueoù, stouit dirazañ!
Mont a ra war-dreñv ha goloet eo a vezh ar re a fizi er skeudennoù kizellet, hag a lavar d'ar skeudennoù teuzet: C'hwi eo hon doueoù!
Setu ma vo mezhek e holl genlabourerien, rak an oberourien-se n'int nemet tud. Ra en em zastumint ha ra en em ziskouezint holl, spouronet ha mezhekaet e vint holl!
Heñvel int ouzh ur peul krenn, ne gomzont ket, ret eo o dougen rak ne c'hellont ket kerzhout. N'ho pet ket aon razo, ne reont ket a zroug, evel ivez ne c'hellont ket ober a vad.
int hag o deus troet gwirionez Doue e gaou, ha servijet hag azeulet ar c’hrouadur e-lec’h ar C’hrouer, an hini a zo benniget da virviken. Amen.
Sevel a rejont adarre an deiz war-lerc'h mintin mat, ha setu, Dagon a oa kouezhet, e zremm d'an douar, dirak arc'h an AOTROU . Ha penn Dagon, hag e zaouarn, a oa troc'het, war an treuzoù. Korf-bras Dagon hepken a chome dezhañ.