Izaia 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ar c'habiten a hanter-kant hag an den enorus, ar c'huzulier hag ar micherour mailh hag ar strobineller ampart. |
Dibab a-douez ar bobl holl tud barrek o toujañ Doue, tud leal o kasaat ar gounid dizonest, ha laka anezho warno evel renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.
Moizez a lavaras d'an AOTROU: O, Aotrou, n'on ket un den en defe ar gomz aezet, nag eus dec'h nag eus derc'hent-dec'h, nag abaoe ma komzez da'z servijer; rak va genoù ha va zeod a zo pounner.
Va fobl a zo kaset da sklav, dre vank a anaoudegezh, he noblañs a varv gant an naon, hec'h engroez a zisec'h gant ar sec'hed.
Kemeret em eus neuze pennoù ho meuriadoù, tud fur hag anavezet, ha lakaet em eus anezho evel pennoù warnoc'h: kabitened a vilieroù, kabitened a gantoù, kabitened a hanter-gantoù, kabitened a zegoù hag ofiserien e-touez ho meuriadoù.
Neuze e lavaras da Zebak ha Zalmuna: Penaos e oa an dud hoc'h eus lazhet war an Tabor? Respont a rejont: Eveldout e oant, pep hini anezho a oa heñvel ouzh mab ur roue.
hag o lakaio ivez da bennoù a vilieroù ha da bennoù a hanterkantad, hag o lakaio da arat e barkeier, da zastum e eostoù, da ober e vinvioù-brezel ha tenn e girri.