Lavarout a rejont: En em denn alese! Lavarout a rejont c'hoazh: Hemañ a zo deuet amañ evel diavaeziad hag en em vesk da varn! Ac'hanta, ni a raio dit gwashoc'h egeto. Hag, o waskañ Lot gant taerder, e tostajont da derriñ an nor.
Sant Ian 9:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec’hed hag e kelennez ac’hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Respont a rejont dezhan: Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen! Hag e taoljent anezhan er meaz. |
Lavarout a rejont: En em denn alese! Lavarout a rejont c'hoazh: Hemañ a zo deuet amañ evel diavaeziad hag en em vesk da varn! Ac'hanta, ni a raio dit gwashoc'h egeto. Hag, o waskañ Lot gant taerder, e tostajont da derriñ an nor.
Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.
Penaos e vefe reizh an den dirak Doue? Penaos e vefe glan an hini a zo bet ganet eus ur vaouez?
Eñ a respontas: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? Ha fellout a ra dit va lazhañ, evel ma ec'h eus lazhet an Ejipsian? Moizez en doe aon hag a lavaras: A-dra-sur an dra a zo anavezet.
Kas kuit ar goapaer hag e yelo da netra ar stourmadeg, an enebiezh hag an tamall a baouezo.
Daoust hag ec'h eus gwelet un den a gred bezañ fur? Muioc'h a zo da c'hortoz diouzh un amoed eget dioutañ.
An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet.
a lavar: Pella diouzhin! Na dosta ket ouzhin, rak ez on santeloc'h egedout! An traoù-se a zo ur vogedenn em fri, un tan a zev e-pad an holl zevezhioù.
Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.
Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac’hanomp-ni ivez.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
Eürus e viot pa gasaio an dud ac’hanoc’h, pa gasint kuit ac’hanoc’h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc’h ha pa daolint hoc’h anv evel fall abalamour de Vab an den,
Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,
C’hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont dezhañ: N’omp ket bet ganet eus un avoultriezh, un Tad hepken hon eus, Doue eo.
E ziskibien a c’houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec’het, hemañ pe e dud, ma’z eo bet ganet dall?
E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.
Jezuz a glevas o doa e gaset kuit hag, o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue?
Hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, ha dall omp ivez?
En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc’hoantoù hor c’hig, oc’h oberiañ hervez youloù ar c’hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.
Dre-se, mar deuan, e tegasin soñj eus an oberoù a ra o terc’hel gwallgomzoù a-enep deomp. Ha pa ne vez ket a-walc’h kement-se, ne zegemer ket e-unan ar vreudeur, ha ne lez ket d’ober ar re a garfe o degemer hag e kas anezho kuit eus an Iliz.
Skrivet em eus d’an Iliz, met Diotrefez a gar bezañ an hini kentañ en o zouez, na zegemer ket ac’hanomp.
Ha den ne c’hello na prenañ na gwerzhañ nemet an hini en devo ar merk, pe an anv eus al loen, pe an niver eus e anv.