Sant Ian 9:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a rejont c’hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a rejont c’hoas: Petra hen deuz‐hen great d’id? Penaos hen deuz‐hen digoret da zaou‐lagad d’id? |
Hag e c'houlennjont ouzh Baruk: Lavar deomp penaos ec'h eus skrivet an holl gomzoù-se diouzh e c'henoù?
Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ evit gwelout hag eñ a yac’hafe d’an deiz sabad, evit kaout un abeg d’e damall.
Ar farizianed a c’houlennas eta digantañ ivez penaos en doa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc’het, hag e welan.
Neuze e respontas: N’ouzon ket hag-eñ eo ur pec’her. Un dra a ouzon, penaos e oan dall ha bremañ e welan.
Respont a reas dezho: Henn lavaret em eus dija deoc’h ha n’hoc’h eus ket selaouet. Perak e fell deoc’h henn klevout a-nevez? C’hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?