Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.
Sant Ian 8:55 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N’hoc’h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n’anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc’h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c’her. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Koulskoude n’hoch euz ket hen anavezet; mes me a anavez anezhan: ha ma lavarfen n’hen anavezan ket, e vefen eur gaouiad evel‐d’oc’h; mes hen anaoud a ran, ha miret a ran he gomzou. |
Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.
Stegnañ a reont o zeod evel ur wareg evit ar gaou. N'eo ket evit ar wirionez ez int galloudus er vro, rak mont a reont eus drougiezh da zrougiezh, ha n'anavezont ket ac'hanon, eme an AOTROU.
O oberoù n'o lezo ket da zistreiñ d'o Doue, rak ar spered a c'hastaouerezh a zo en o zouez, ha n'anavezont ket an AOTROU.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.
Evel ma’c’h anavez an Tad ac’hanon, ec’h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved.
Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.
Met kement-se holl a raint deoc’h en abeg da’m anv, rak n’anavezont ket an hini en deus va c’haset.
Tad gwirion, ar bed n’en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec’h eus va c’haset.
N’eo ket en defe un den gwelet an Tad, nemet an hini a zeu eus Doue en deus gwelet an Tad.
Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec’h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N’anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec’h ac’hanon, ec’h anavezfec’h ivez va Zad.
An hini en deus va c’haset a zo ganin. An Tad n’en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ.
Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec’h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
Rak, o tremen hag o sellout ouzh an traoù a azeulit, em eus kavet zoken un aoter ma’z eo skrivet warni: D’un doue dizanav. An hini a azeulit hep e anavezout, hennezh eo an hini a gemennan deoc’h.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
Mar lavaromp ez omp e kenunvaniezh gantañ ha ma kerzhomp en deñvalijenn, e lavaromp gaou ha ne heuliomp ket ar wirionez.
Piv a zo gaouiat, ma n’eo an hini a nac’h ez eo Jezuz ar C’hrist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac’h an Tad hag ar Mab.
An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c’hourc’hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ.
an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d’an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab.
Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.