Mar gra un den avoultriezh gant gwreg unan all, mar gra avoultriezh gant gwreg e nesañ, an avoultrer hag an avoultrerez a vo lakaet d’ar marv.
Sant Ian 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet kavet o pec’hiñ dre avoultriezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) e leverjont dezhan: Mestr, ar vaouez‐man a zo bet kavet o pec’hi dre avoultriach. |
Mar gra un den avoultriezh gant gwreg unan all, mar gra avoultriezh gant gwreg e nesañ, an avoultrer hag an avoultrerez a vo lakaet d’ar marv.
Jozef, he fried, o vezañ un den reizh, pa ne felle ket dezhañ he mezhekaat, a c’hoantaas he c’has kuit e-kuzh.
Ar skribed hag ar farizianed a zegasas dezhañ ur wreg tapet en avoultriezh hag, o vezañ he lakaet en o c’hreiz,
Moizez el lezenn en deus gourc’hemennet deomp meinata ar seurt tud-se. Te eta, petra a lavarez?
Pa vo kavet un den o kousket gant ur wreg dimezet d'ur gwaz, e varvint o-daou, an den en devo kousket gant ar wreg hag ar wreg. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.
He den a savas hag a yeas d'he c'havout, evit komz ouzh he c'halon hag he degas gantañ. E servijer a oa gantañ, ha daou azen. Hi a lakaas anezhañ da zont e ti he zad, ha tad ar plac'h yaouank, o welout anezhañ, en degemeras gant levenez.