Mont a reomp a-dastorn evel dalled ouzh ar voger, tastornat a reomp evel tud hep daoulagad, kouezhañ a reomp da greisteiz evel da serr-noz, bez' ez omp en ul lec'h druz evel tud varv.
Sant Ian 8:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ne gomprenjont ket e komze dezhe euz an Tad. |
Mont a reomp a-dastorn evel dalled ouzh ar voger, tastornat a reomp evel tud hep daoulagad, kouezhañ a reomp da greisteiz evel da serr-noz, bez' ez omp en ul lec'h druz evel tud varv.
Hag e lavaras: Kae ha lavar d'ar bobl-se: Klevout a rit, ya, met ne gomprenot ket, gwelout a rit, ya, met n'anavezot ket.
Kalz a draoù am eus da lavarout ac’hanoc’h ha da varn ennoc’h. Met an hini en deus va c’haset a zo gwirion hag e lavaran d’ar bed ar pezh am eus klevet digantañ.
Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.
An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n’oc’h ket eus Doue.