Pa vo lazhet unan bennak, ar muntrer a vo lazhet war gomz testoù, met un test hepken ne vo ket a-walc'h evit lakaat anezhañ da varv.
Sant Ian 8:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me eo a ro testeni ac’hanon va-unan, hag an Tad en deus va c’haset a ro ivez testeni ac’hanon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me eo a rent testeni ac’hanoun va‐unan; an Tad hen deuz va digasset a rent ive testeni ac’hanoun. |
Pa vo lazhet unan bennak, ar muntrer a vo lazhet war gomz testoù, met un test hepken ne vo ket a-walc'h evit lakaat anezhañ da varv.
Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
Neuze e lavarjont dezhañ: Piv out-te? Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc’h abaoe ar penn-kentañ.
Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad, ha c’hwi ivez a ra ar pezh hoc’h eus gwelet e ti ho tad.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-raok ma voe Abraham, emaon.
Doue o nerzhañ o zesteni dre sinoù ha burzhudoù, dre veur a virakl ha donezonoù ar Spered-Santel hervez e volontez?