En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!
Sant Ian 7:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha bez’ ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha bez’ a zo unan‐benag euz ar chefou pe euz ar Farizianed hag hen defe credet enhan? |
En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!
Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n’anzavjont ket kement-se abalamour d’ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn,
Ha setu e komz frank ha ne lavaront netra dezhañ. Hag anavezet o defe ar mestroù ez eo e gwirionez ar C’hrist?
Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho:
Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz.
Pelec’h emañ an den fur? Pelec’h emañ ar skrib? Pelec’h emañ tabuter ar c’hantved-mañ? Doue, ha n’en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ?
ha n’eo bet anavezet gant hini ebet eus renerien ar bed-mañ, rak mar o defe he anavezet, n’o defe ket kroazstaget an Aotrou a c’hloar.