evel-henn e lavar ar roue: Ra ne douello ket Ezekiaz ac'hanoc'h, rak ne c'hello ket ho tieubiñ diouzh va dorn.
Sant Ian 7:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar farizianed a respontas dezho: Bet oc’h c’hwi ivez touellet? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar Farizianed a lavaraz dezhe: Daoust ha c’houi a zo bet ive gounezet? |
evel-henn e lavar ar roue: Ra ne douello ket Ezekiaz ac'hanoc'h, rak ne c'hello ket ho tieubiñ diouzh va dorn.
betek ma teuin ha ma kasin ac'hanoc'h d'ur vro heñvel ouzh hoc'h hini, ur vro a winizh hag a win, ur vro a vara hag a winiegi, ur vro a olivez, a eoul hag a vel; hag e vevot ha ne varvot ket. Na selaouit ket Ezekiaz, rak touellañ a ra ac'hanoc'h o lavarout: An AOTROU hon dieubo.
Bremañ eta, ra ne douello ket Ezekiaz ac'hanoc'h, ra ne vounto ket ac'hanoc'h evel-se, na gredit ket anezhañ! Rak doue ebet, eus broad ebet nag eus rouantelezh ebet, n'en deus gellet dieubiñ e bobl diouzh va dorn nag eus dorn va zadoù, neuze pegement nebeutoc'h ho Toue a zieubfe ac'hanoc'h diouzh va dorn?
hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.
Bez’ e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.
e-kreiz ar gloar hag an dismegañs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezañ kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude,