Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ aet e-barzh, ec’h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec’h echufe kement-se.
Sant Ian 7:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar serjanted a zistroas eta etrezek ar veleien vras hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n’hoc’h eus ket e zegaset? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar serjanted eta a zistroaz etrezeg prinsed ar veleien hag ar Farizianed, hag ar re‐man a lavaraz dezhe: Perag n’hoc’h euz‐hu ket digasset anezhan? |
Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ aet e-barzh, ec’h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec’h echufe kement-se.
Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed hag a lavaras dezho ar pezh en doa graet Jezuz.
Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù.
Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ.
E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.