Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Sant Ian 7:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a anavez anezhañ, rak emaon anezhañ, hag eñ eo en deus va c’haset. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, me hen anavez; rag euz he berz eo e teuan, hag hen eo hen deuz va digasset. |
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.
Evel ma’c’h anavez an Tad ac’hanon, ec’h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved.
Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,
N’eo ket en defe un den gwelet an Tad, nemet an hini a zeu eus Doue en deus gwelet an Tad.
N’hoc’h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n’anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc’h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c’her.
rak ar vuhez a zo en em ziskouezet, hag hon eus he gwelet hag e roomp testeni anezhi, hag e prezegomp deoc’h ar vuhez peurbadus a oa e-kichen an Tad hag a zo en em ziskouezet deomp,
Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.
E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c’heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ.