Sant Ian 6:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, Moizez n’en deus ket roet deoc’h bara an neñv, met va Zad a ro deoc’h gwir bara an neñv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Moises n’hen deuz ket roet deoc’h bara an env; mes va Zad a ro deoc’h ar gwir vara euz an env. |
Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez an da lakaat bara da gouezhañ eus an neñv; ar bobl a zeuio er-maez hag e tastumint bemdez ar pezh a zo ret evit un devezh, hag ec'h amprouin hag-eñ e kerzhint em lezenn pe nann.
Moizez a lavaras: Pa roio an AOTROU deoc'h fenoz kig da zebriñ ha da veure bara ho kwalc'h, eo en deus klevet an AOTROU ar grozmoloù hoc'h eus graet a-enep dezhañ. Rak petra omp-ni? Ho krozmoloù n'emaint ket a-enep deomp, met a-enep an AOTROU .
Hon tadoù o deus debret ar mann el lec’h distro, hervez ma’z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.
Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da’m c’havout n’en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n’en devo biken sec’hed.
Neuze ar Yuzevien a c’hrozmolas diwar e benn dre m’en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N’eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.