O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
Sant Ian 6:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, oc’h anavezout ez aent da zont d’e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus eta oc’h anaoud e tlient dond d’he gemeret, evit hen lakaad da roue, en em dennaz adare he‐unan var ar menez. |
O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc’h en neñv ha gloar el lec’hioù uhel meurbet!
Jezuz a respontas: Va rouantelezh n’eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n’eo ket ac’han.
An deiz war-lerc’h, ar bobl hag a oa chomet en tu all d’ar mor a welas panaos ne oa bet eno bag ebet nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.