Pa emañ va spered dinerzhet ennon, te a anavez va hent. Kuzhet o deus ur pech din en hent a gerzhen warnañ.
Sant Ian 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar c’hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne’m eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour hag, e-pad m’emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar c’hlanvour a respontaz dezhan: Aotrou, n’em euz den evit va zeurel ebarz el lenn, pa vez mesket an dour; hag e‐pad ma ven o vond, unan all a zisken araog d’in. |
Pa emañ va spered dinerzhet ennon, te a anavez va hent. Kuzhet o deus ur pech din en hent a gerzhen warnañ.
Bez’ ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank galvet en hebraeg Betesda hag en deus pemp porched.
Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, a c’hortoze keflusk an dour,
rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac’haet, n’eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.
Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc’h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Ha fellout a ra dit bezañ yac’haet?
Ha n’ouzoc’h ket penaos pa gemerer perzh en ur redadeg an holl a red, met unan hepken a resevo ar priz? Redit en un doare d’e c’hounit.
An AOTROU a varno e bobl, met ouzh e servijerien en devo truez, pa welo ez eo aet o nerzh, ha n'eus den ken, na re zalc'het na re zieubet.