Barn a raio e-touez ar broadoù, leuniañ a raio holl a gorfoù marv, bruzunañ a raio ar penn a ren war ur vro vras.
Sant Ian 5:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma’z eo Mab an den. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha roet hen deuz dezhan ar galloud da varn, abalamour ma’z eo Mab an den. |
Barn a raio e-touez ar broadoù, leuniañ a raio holl a gorfoù marv, bruzunañ a raio ar penn a ren war ur vro vras.
Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec’hedoù, e lavaras d’an den seizet: Sav, kemer da wele ha kae da’z ti.
Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall.
Gourc’hemennet en deus deomp prezeg d’ar bobl ha testeniañ penaos eñ eo an hini a zo bet lakaet gant Doue da varner d’ar re vev ha d’ar re varv.
abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.
en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.
Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.