Neuze ar Yuzevien a lavaras d’an hini a oa bet yac’haet: Ar sabad eo, n’eo ket aotreet dit dougen da wele.
Sant Ian 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac’haet en deus lavaret din: Doug da wele ha kerzh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He‐man a respontaz dezhe: An hini hen deuz va iac’heet, hen deuz lavaret d’in: Kas ganez da vele ha kerz. |
Neuze ar Yuzevien a lavaras d’an hini a oa bet yac’haet: Ar sabad eo, n’eo ket aotreet dit dougen da wele.
Neuze e c’houlennjont digantañ: Piv eo an den en deus lavaret dit: Doug da wele ha kerzh?
Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n’eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c’hell un den a zo pec’her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.