Bleud ar brok ne vankas ket, eoul ar vured ne baouezas ket, hervez komz an AOTROU disklêriet dre Elia.
Sant Ian 4:50 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den a gredas ar ger en doa Jezuz lavaret dezhañ hag a yeas kuit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhan: Kea, da vab a vev. An den‐ze a gredaz ar pez hen doa lavaret dezhan hag ez eaz ac’hane. |
Bleud ar brok ne vankas ket, eoul ar vured ne baouezas ket, hervez komz an AOTROU disklêriet dre Elia.
Neuze Jezuz a lavaras d’ar c’hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez ma ec’h eus kredet. Ha war an eur-se, e vevel a voe yac’haet.
O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezas pa oant o vont kuit, ma voent naetaet.
Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne’m eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?
Anavezout a rae e c’helle Doue zoken adsevel a-douez ar re varv, hag evel-se ec’h adkavas anezhañ evel dre ur seurt adsavidigezh a varv.