Lavarout a reas: Lez ac'hanon da vont, rak gouloù deiz a zo deuet. Hag eñ a lavaras: Ne lezin ket ac'hanout da vont ken na'z po va benniget.
Sant Ian 4:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d’e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto. Chom a reas daou zevezh eno. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar Samaritaned eta, o veza deuet d’hen kavout, hen pedaz da choum ganthe; hag e choumaz eno daou devez. |
Lavarout a reas: Lez ac'hanon da vont, rak gouloù deiz a zo deuet. Hag eñ a lavaras: Ne lezin ket ac'hanout da vont ken na'z po va benniget.
A-boan em boa o zremenet, ma kavis an hini a gar va ene. E gemeret em eus, ha ne laoskin ket anezhañ ken na'm bo e zegaset da di va mamm ha da gambr an hini he deus va c'hoñsevet.
Te eo esperañs Israel, e zieuber en amzer an estrenvan, perak e vefes evel un diavaeziad er vro, hag evel ur beajour a zistro evit tremen an noz?
Houmañ he doa ur c’hoar anvet Mari, en em zalc’has azezet ouzh treid Jezuz hag a selaouas e gomzoù.
Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.
An den a oa aet kuit an diaouled anezhañ en pedas d’e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a lakaas anezhañ da vont en-dro o lavarout:
Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet.
Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc’h eus kavet ac’hanon feal d’an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d’ober evel-se.
Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.