N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret.
Sant Ian 4:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n’anavezit ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen a lavaraz dezhe: Bez’ em euz da zibri eur boued ha na anavezit ket. |
N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret.
Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.
Ar galon a anavez he c’hwervoni dezhi hec'h-unan, hag unan all n'en devo ket lod en he levenez.
Kof an den a zo leuniet gant frouezh e c'henoù, met eñ a zo leuniet gant leve e vuzelloù.
Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.
En em gavet eo da gomzoù, hag o debret em eus, ha da gomz a zo evidon joa ha levenez va c'halon. Rak da anv a zo galvet warnon, AOTROU, Doue an armeoù.
An diskibien a lavaras eta an eil d’egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?
Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.
Diskouezet em eus deoc’h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc’h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.