Sant Ian 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na vez ket souezhet ma lavaran dit: Ret eo ma viot ganet eus an nec’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na vez ket souezet abalamour m’em euz lavaret d’id: Red eo deoc’h genel a‐nevez. |
Ma ne gredit ket pa gomzan deoc’h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc’h eus traoù neñvel?
Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.
Ar pezh a zo ganet eus ar c’hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.
An avel a c’hwezh e-lec’h ma kar hag e klevez an trouz, met n’ouzout ket nag a-belec’h e teu na pelec’h ez a. Evel-se e c’hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.
Na vezit ket souezhet a gement-se, rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh ar re holl a zo er bezioù ha ma’z aint er-maez,
o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn.
O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,
Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.