Sant Ian 3:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien e douar Judea. Eno e chomas ganto hag e vadeze. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude‐ze, Jesus a ieaz gant he ziskibien var douar Jude, hag e choumaz eno ganthe, hag e vadeze. |
Yann a vadeze ivez en Enon tost da Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour. Hag ez aed di evit bezañ badezet,
Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d’an tu all d’ar Jordan hag ac’h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d’e gavout.
Neuze e vreudeur a lavaras dezhañ: Kae kuit ac’han ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez,