Goude e kemeras ar billig, hag o lakaas dirazañ. Met Amnon ne fellas ket dezhañ debriñ, hag e lavaras: Kasit kuit an holl re a zo em c'hichen. Ha pep hini a yeas kuit.
Sant Ian 3:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn ha ne zeu ket d’ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag kement hini a ra an droug hen deuz kaz euz ar sclerijen, ha ne dosta ket ouz ar sclerijen gant aoun na vez discleriet he oberou. |
Goude e kemeras ar billig, hag o lakaas dirazañ. Met Amnon ne fellas ket dezhañ debriñ, hag e lavaras: Kasit kuit an holl re a zo em c'hichen. Ha pep hini a yeas kuit.
Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!
Savet eo e-kreiz an noz, tapet he deus ar mab em boa em c'hichen e-pad ma kouske da servijerez, lakaet he deus anezhañ war he barlenn, ha lakaet he deus he mab marv war va barlenn.
An hini a serr e zaoulagad evit pleustriñ war an droug, an hini a stard e vuzelloù, en deus dija graet an droug.
met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.
ha na lavarfes: Penaos em eus kasaet ar gelennadurezh? Penaos he deus disprizet va c'halon ar gourdrouz?
Da chomlec'h a zo e-kreiz an touellerezh, dre o zouellerezh eo e nac'hont va anavezout, eme an AOTROU.
Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac’hanomp-ni ivez.
Met an hini a ra hervez ar wirionez a zeu d’ar sklêrijenn, evit ma vo diskuliet e oberoù, rak e Doue ez int graet.
Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.