Sant Ian 3:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar pez a zo caoz d’ar varnedigez‐ze eo ma’z eo deuet ar sclerijen er bed, ha ma ho deuz an dud karet muioc’h an devalijen eged ar sclerijen, rag ho oberou a oa fall. |
Da chomlec'h a zo e-kreiz an touellerezh, dre o zouellerezh eo e nac'hont va anavezout, eme an AOTROU.
An aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ur yoc’henn wenn war e groc’hen ha mar he deus lakaet ar blev da vezañ gwenn ha mar d-eo ur mesk a gig bev er yoc’henn,
Hennezh a vo poan pec'hed an Ejipt, ha poan pec'hed an holl vroadoù na bignint ket evit lidañ gouel an Tabernakloù.
Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.
Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?
Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec’h anavezo hag eo va c’helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac’hanon va-unan.
Ar bed ne c’hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac’hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
ha, daoust ma’c’h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n’int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec’h asantont d’ar re o gra.
met droukc’hras ha fulor d’an dabuterien, d’ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder,
evit ma vo kondaonet ar re holl n’o deus ket kredet er wirionez met o deus kemeret plijadur en direizhder.
ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket.
Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan