Sant Ian 21:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He‐man eo an diskibl‐ze pehini a ro testeni divarben an traou‐man, hag hen deuz ho scrivet; ha gouzoud a reomp penaos he desteni a zo gwirion. |
An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.
Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma’z eo ar Spered a wirionez.
An holl, hag ar wirionez hec’h-unan, a ro un testeni mat da Zemetriuz. Ni ivez a ro testeni dezhañ, ha gouzout a rit ez eo hon testeni gwirion.