Sant Ian 21:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc’h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac’hanout? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Per, o veza distroet, a velaz o tond var he lerc’h an diskibl a oa karet gant Jesus, an hini a oa harpet var galon Jesus, e‐pad ar goan, hag hen doa lavaret dezhan: Aotrou, piou eo an hini a drahis ac’hanoud? |
Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n’ouzomp ket pelec’h o deus e lakaet.
An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.
Neuze an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pêr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor.