Ma c'halvfen anezhañ ha ma respontfen din, ne gredfen ket e fellfe dezhañ selaou va mouezh,
Sant Ian 20:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoù ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An diskibien all eta a lavaraz dezhan: Ni hon euz gwelet an Aotrou. Mes hen a lavaraz dezhe: Ma na velan en he zaouarn merk an tachou, ha ma na lakaan va biz en merk an tachou, ha ma na lakaan va dorn en he gostez, me na gredin ket. |
Ma c'halvfen anezhañ ha ma respontfen din, ne gredfen ket e fellfe dezhañ selaou va mouezh,
Va nerzh a zo disec'het evel pri, va zeod a zo stag ouzh va staon, va gourvezet ec'h eus e poultrenn ar marv.
Saveteet en deus ar re all ha ne c’hell ket en em saveteiñ e-unan. Mar d-eo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz hag e kredimp anezhañ.
Da ziwezhañ en em ziskouezas d’an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c’haleter a galon, abalamour n’o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.
Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!
Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C’hrist.
Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c’hostez. Na vez ket diskredik, met kred.
Neuze an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pêr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor.
Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m’en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez?
Breudeur, diwallit n’en defe unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d’an Doue bev.