Sant Ian 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o doe soñj en doa lavaret kement-se dezho, hag e kredjont er Skritur hag er ger-se en doa Jezuz lavaret. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude eta ma oe resussitet a‐douez ar re varo, he ziskibien a zeuaz sonj dezhe hen doa lavaret dezhe kement‐se; hag e credjont d’ar Scritur ha d’ar gomz‐ze hen doa lavaret Jesus dezhe. |
Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.
E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ.
Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc’h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc’h e kement am eus lavaret deoc’h.
Me am eus lavaret deoc’h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m’ho po soñj em eus o lavaret deoc’h. Ne’m eus ket lavaret anezho deoc’h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc’h.
Setu e Kana Galilea ar c’hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c’hloar. E ziskibien a gredas ennañ.
Neuze e teuas soñj din eus ar ger-mañ a lavaras an Aotrou: Yann en deus badezet en dour, met c’hwi a vo badezet er Spered-Santel.
Doue en deus peurc’hraet anezhi evidomp-ni o bugale, pa en deus adsavet Jezuz a varv, hervez ma’z eo skrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hiziv em eus da c’hanet.