Jozef a c'hourc'hemennas d'e servijerien, ar vedisined, balzamañ e dad hag ar vedisined a valzamas Israel.
Sant Ian 19:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemer a rejont eta korf Jezuz hag e c’holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù-frondus, evel ma o deus ar Yuzevien ar c’hiz da sebeliañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kemeret a rejont eta corf Jesus, hag e lienjont anezhan gant linennou, o lakaad louzou a c’houez‐vad, evel ma’z eo custum ar Judevien da sebelia. |
Jozef a c'hourc'hemennas d'e servijerien, ar vedisined, balzamañ e dad hag ar vedisined a valzamas Israel.
hag e voe sebeliet er bez en doa kleuzet evitañ e kêr David. Gourvezet e voe war ur gwele leuniet a louzoù-frondus hag a c'hwezhioù-mat kempennet hervez arz ar frondour, hag e voe devet evitañ un niver bras-meurbet anezho.
Rak, pa he deus skuilhet ar c’hwezh-vat-se war va c’horf, he deus graet kement-se evit va beziadur.
Graet he deus ar pezh a oa en he galloud, porfumet he deus dre ziaraok va c’horf evit ar beziadur.
Hogen Pêr a savas hag a redas d’ar bez. O vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar. Mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c’hoarvezet.
Hag an hini marv a zeuas er-maez, e dreid hag e zaouarn ereet gant bandennoù, e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ ha lezit eñ da vont.
Neuze Jezuz a lavaras: Lez anezhi, miret he deus ar c’hwezh-vat-se evit deiz va beziadur.