Bremañ, n'eo ket c'hwi am c'hasas amañ met Doue eo. Lakaet en deus ac'hanon da vezañ tad da Faraon, aotrou war e holl di ha gouarnour war holl vro Ejipt.
Sant Ian 19:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavaras d’an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e lavaraz d’an diskibl: Setu aze da vam. Hag adaleg an heur‐ze, an diskibl‐ze he c’hemeraz en he di. |
Bremañ, n'eo ket c'hwi am c'hasas amañ met Doue eo. Lakaet en deus ac'hanon da vezañ tad da Faraon, aotrou war e holl di ha gouarnour war holl vro Ejipt.
Jozef a bourchasas bara d'e dad, d'e vreudeur ha da holl diegezh e dad, hervez niver ar vugale.
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.
Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa azezet en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac’hanon va-unan. Met me n’on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin.
Goude bezañ kimiadet an eil diouzh egile, e pignjomp er vatimant hag int a zistroas d’o ziez.