Sant Ian 19:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Pilat a gemeras Jezuz hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pilat eta a lakeaz kemeret Jesus, hag hen skourjeza. |
Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù.
Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.
hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.
Dre-se, setu, e kasan deoc’h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d’eben,
ha, goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.
Met int a gendalc’he, o c’houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c’hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon,
eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.