D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.
Sant Ian 18:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Hogen Barabbaz a oa ul laer. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e crijont holl adare: Nann, n’e ket he‐man; mes Barabbas: Hogen Barabbas a oa eun torfetour. |
D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.
Neuze e laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Pilat eta, o c’hoantaat plijout d’ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o doa ur muntr e-pad un dispac’h.
Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac’h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c’houlennent, hag e tilezas Jezuz d’o bolontez.