Ra n'aio ket va ene en o c'huzulioù kuzhet, ra n'en em unano ket va gloar d'o emvod, rak en o fulor o deus lazhet tud hag en o fallentez o deus troc'het garoù an tirvi.
Sant Ian 18:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar servijerien hag ar serjanted a oa eno, o vezañ graet tan abalamour ma oa yen, a domme. Pêr a oa ganto hag a domme. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar servicherien hag ar serjanted a oa eno, ho doa great tan da domma, rag ien e oa an amzer, hag e tomment. Ha Per a oa ganthe, o tomma ive. |
Ra n'aio ket va ene en o c'huzulioù kuzhet, ra n'en em unano ket va gloar d'o emvod, rak en o fulor o deus lazhet tud hag en o fallentez o deus troc'het garoù an tirvi.
Eno ez eas en ur c'hev, hag e tremenas an noz eno. Ha setu, komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ evel-henn: Petra a rez amañ, Elia?
Eürus an den na gerzh ket hervez ali ar re zrouk, ha n'en em zalc'h ket en hent ar bec'herien, ha n'azez ket war skaon ar c'hoapaerien,
Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.
O welout Pêr o tommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n’out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac’has hag a lavaras: N’on ket.
Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted a-berzh ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant gouloù ha gant armoù.
Goude ma voent laosket, e teujont etrezek o re hag e tezrevelljont ar pezh o doa ar veleien vras hag an henaourien lavaret dezho.