Sant Ian 17:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kement a zo din a zo dit, ha kement a zo dit a zo din, hag enno e vez roet gloar din. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kement a zo d’in a zo d’id, hag ar pez a zo d’id a zo d’in‐me, hag ez oun glorifiet enhe. |
Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c’hleñved-se ne gas ket d’ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se.
evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.
Kement-se a voe anavezet gant an holl Yuzevien hag an holl C’hresianed a chome en Efez. Spontet e voent holl hag anv an Aotrou Jezuz a voe meulet.
hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.
pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc’h eus d’an testeni hon eus douget deoc’h.
ha ma vo roet gloar da anv hon Aotrou Jezuz-Krist ennoc’h ha deoc’h ennañ, hervez gras hon Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist.
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,