La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 16:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ha pa vo deuet, e kendrec’ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec’hed, ar reizhder hag ar varnedigezh,

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha pa vezo deuet, hen a ziskouezo ez eo ar bed coupabl er pez a zell euz ar pec’hed, ar justis hag ar varnedigez:

Ver Capítulo



Sant Ian 16:8
10 Referencias Cruzadas  

Mar dispuilh al lorgnez war ar c’hroc’hen ha mar golo al lorgnez holl groc’hen an hini en deus ar gouli adal ar penn betek an treid, dre holl ma c’hell an aberzhour gwelout,


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h.


ar pec’hed, dre na gredont ket ennon,


Piv ac’hanoc’h a gendrec’ho ac’hanon a bec’hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac’hanon?


Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c’houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz.


O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c’halon, hag e lavarjont da Bêr ha d’an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp?


Met ma profed an holl ha mar deu un den diskredik pe ur selaouer eeun, e vo kendrec’het gant an holl, e vo barnet gant an holl,


evit dougen e varn war an holl dud, hag evit kendrec’hiñ an holl dud na zouj ket Doue eus an holl oberoù a zizoujañs-Doue o deus graet hag eus an holl draoù kunujus o deus ar bec’herien na zouj ket Doue lavaret a-enep dezhañ.