Sant Ian 16:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se, e c’houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc’h e pedin an Tad evidoc’h, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En deiz‐ze e c’houlennot em hano, ha ne lavaran ket deoc’h e pedin an Tad evidoc’h, |
Jezuz a ouezas e felle dezho ober goulennoù outañ hag a lavaras dezho: C’hwi a c’houlenn etrezoc’h perak em eus lavaret: C’hoazh un nebeud amzer ha ne’m gwelot mui, ha c’hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot.
En deiz-se ne c’houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, kement a c’houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc’h.
Bremañ ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra ha ne’c’h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Pediñ a ran evito. Ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac’h eus roet din, abalamour ma’z int dit.
Piv a gondaono anezho? Krist a zo marv, hag ivez adsavet a varv, emañ zoken a-zehou da Zoue, hag ouzhpenn ec’h erbed evidomp.