Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.
An hini en deus va gourc’hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac’hanon. Hag an hini a gar ac’hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ.
Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c’hoazh savet Jezuz en e c’hloar.
Dre-se e tisklêrian deoc’h penaos den ebet hag a gomz dre Spered Doue ne lavar: Jezuz a zo milliget! Ha den ne c’hell lavarout: Jezuz a zo an Aotrou! nemet dre ar Spered-Santel.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.
Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma’z eo ar Spered a wirionez.
Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.