Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed.
Sant Ian 15:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a gasa ac’hanon, a gasa ivez va Zad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini hen deuz kaz ouzin, hen deuz kaz ive ouz va Zad. |
Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed.
Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.
Piv bennak a nac’h ar Mab n’en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad.
Piv bennak a dremen dreist ha ne chom ket e kelennadurezh Krist n’en deus ket Doue. An hini a chom e kelennadurezh Krist en deus an Tad hag ar Mab.