Met mar o gran, ha pa ne gredfec’h ket ac’hanon, kredit da’m oberoù, evit ma’c’h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.
Sant Ian 14:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se, ec’h anavezot emaon em Zad, ha c’hwi ennon, ha me ennoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En deiz‐ze ec’h anavezot emoun em Zad, ha c’houi enoun, ha me enoc’h. |
Met mar o gran, ha pa ne gredfec’h ket ac’hanon, kredit da’m oberoù, evit ma’c’h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.
Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù.
Kredit ac’hanon pa lavaran ez on en Tad hag emañ an Tad ennon. Kredit ac’hanon da vihanañ abalamour d’an oberoù-se o-unan.
En deiz-se ne c’houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, kement a c’houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc’h.
Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.
Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac’h eus bet evidon ha ma vin enno.
Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.
N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.
Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,
Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neñv ouzhpenn pevarzek vloaz ’zo; pe e voe en e gorf, n’ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n’ouzon ket, Doue a oar.
En em eveshait hoc’h-unan da welout hag emaoc’h er feiz, en em amprouit hoc’h-unan. Ha n’anavezit ket hoc’h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc’h? Nemet e vefec’h marteze diveulet.
Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.
rak Doue a oa e Krist, oc’h adunvaniñ ar bed gantañ, hep kontañ dezho o disentidigezh, hag o lakaat ennomp ar ger a adunvanidigezh.
Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.
Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.
Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.
Den n’eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc’hraet ennomp.