Hag e vo prenet parkeier er vro-mañ, ma lavarit diouti: Ur gouelec'h eo, hep den na loen, lakaet eo etre daouarn ar Galdeiz.
Sant Ian 13:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezhañ: N’ouzout ket bremañ ar pezh a ran, met henn gouzout a ri diwezhatoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan: Na ouzoud ket breman petra a ran; mes gouzoud a ri divezatoc’h. |
Hag e vo prenet parkeier er vro-mañ, ma lavarit diouti: Ur gouelec'h eo, hep den na loen, lakaet eo etre daouarn ar Galdeiz.
Hag e klevis met ne gomprenis ket. Neuze e lavaris: Va aotrou, petra a vo diwezh an traoù-se?
E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ.
Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec’h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec’h ma’z an, ne c’hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc’h.
Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Aotrou, ha te a walc’hfe va zreid din!
Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc’h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc’h e kement am eus lavaret deoc’h.