Sant Ian 13:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar d’eo Doue glorifiet enhan, Doue ive a c’hlorifio anezhan enhan he‐unan, hag heb dale hen glorifio. |
Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da’z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,
Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.
Eñ a ziskouezas din ur stêr c’hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.
Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ.
An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.