War-dro kreisteiz, Elia a reas goap outo o lavarout: Huchit a vouezh uhel, rak doue eo, met soñjal a ra en un dra bennak all, pe en deus un dra bennak d'ober, pe emañ e beaj, marteze eo kousket hag e tihuno!
Sant Ian 13:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War-lerc’h an tamm, Satan a yeas ennañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh a rez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha goude m’hen doe kemeret Judas an tam, Satan a antreaz enhan. Jesus eta a lavaraz dezhan: Hast buhan ober ar pez ec’h euz da ober. |
War-dro kreisteiz, Elia a reas goap outo o lavarout: Huchit a vouezh uhel, rak doue eo, met soñjal a ra en un dra bennak all, pe en deus un dra bennak d'ober, pe emañ e beaj, marteze eo kousket hag e tihuno!
Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.
Komz a reas ouzh Arjok, ofiser ar roue, o lavarout: Perak eo ken garv ar setañs a-berzh ar roue? Arjok a roas da anavezout an dra da Zaniel.
Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. Evel-se e c’hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
O vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn hag e lavaras: C’hoantaat a ran e rofes bremañ din, war ur plad, penn Yann-Vadezour.
Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,
Jezuz a respontas dezho: Ha ne’m eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac’hanoc’h a zo un diaoul.
Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec’h eus lavaret gaou d’ar Spered-Santel ha miret ul lodenn eus priz an douar?