D'ar mestr-kaner; salm David. An diskiant en deus lavaret en e galon: N'eus Doue ebet! Breinet int, traoù euzhus o deus graet, n'eus den a rafe ar mad.
Sant Ian 12:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a rae kement-se, n’eo ket m’en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc’hel ar yalc’h, e kemere ar pezh a lakaed enni. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha roet an arc’hant d’ar beorien? Mar lavare an dra‐ze, ne oa ket abalamour m’hen doa sourci ouz ar beorien, mes dre ma oa laer, ha ma talc’he ar ialc’h, |
D'ar mestr-kaner; salm David. An diskiant en deus lavaret en e galon: N'eus Doue ebet! Breinet int, traoù euzhus o deus graet, n'eus den a rafe ar mad.
Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.
Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn, met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron.
Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.
An devezhour a dec’h, abalamour ma’z eo devezhour ha na gemer ket preder eus an deñved.
Perak n’eo ket bet gwerzhet ar c’hwezh-vat-se tri c’hant diner evit o reiñ d’ar beorien?
Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc’h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d’ar beorien.
nag al laeron, nag ar re wallc’hoantek, nag ar vezvierien, nag an droukkomzerien, nag ar skraperien, n’o devo rouantelezh Doue da hêrezh.
Rak mar deu en ho podadeg un den gant ur walenn aour ha dilhad kaer, ha mar deu ivez e-barzh ur paour gant dilhad dister,
C’hwi er c’hontrol, a zispriz ar paour! Ha n’eo ket ar re binvidik eo ar re a wask ac’hanoc’h hag a stlej ac’hanoc’h dirak al lezioù-barn?