Sav, bez sklêrijennet, rak deuet eo da sklêrijenn, ha gloar an AOTROU a zo savet warnout.
Sant Ian 12:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn, evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas kuit hag en em guzhas diouto. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, credit er sclerijen, evit ma viot bugale ar sclerijen. Jesus a lavaraz an traou‐ze, ha goude ez eaz kuit hag en em guzaz outhe. |
Sav, bez sklêrijennet, rak deuet eo da sklêrijenn, ha gloar an AOTROU a zo savet warnout.
Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr evit mont da Vetania, e-lec’h ma tremenas an noz.
Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.
Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d’ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
Neuze Jezuz n’en em ziskouezas mui dirak an holl e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac’hane en ur vro tost d’al lec’h distro, d’ur gêr galvet Efraim. Hag e chomas eno gant e ziskibien.
Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.
Met an hini a ra hervez ar wirionez a zeu d’ar sklêrijenn, evit ma vo diskuliet e oberoù, rak e Doue ez int graet.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.
Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,
c’hwi a zo holl bugale ar sklêrijenn ha bugale an deiz. N’omp ket eus an noz nag eus an deñvalijenn.
Met ni pa’z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh.