Sant Ian 12:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar bobl a respontaz dezhan: Ni hon euz desket dre al lezen e tle ar C’hrist choum da viken; penaos eta e leverez‐te ez eo red e vez savet Mab an den? Piou eo ar Mab‐an‐den‐ze? |
An AOTROU en deus touet ha n'en em zislavaro ket, te a zo aberzhour da viken hervez urzh Melkizedek.
En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar.
Tennet eo bet eus ar wask hag eus ar varnedigezh, met piv a lavaro d'e rummad? Rak lamet eo bet kuit a-ziwar douar ar re vev, skoet eo bet evit drougoberoù va fobl.
En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.
Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.
hag e rin un nemorant gant ar re gamm, hag ur vroad c'halloudus gant ar re a zo bet pellaet; hag an AOTROU a reno warno, war venez Sion, a-dal neuze ha da viken.
Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c’houlennatas e ziskibien hag a lavaras: Piv a lavar an dud on-me, Mab an den?
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
Jezuz a respontas dezho: Ha n’eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C’hwi a zo doueed?
Met kement-se a zo evit ma vo peurc’hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c’hasaet o deus hep abeg.
Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
Evel-se eta, mar en deus ur pec’hed hepken talvezet ar gondaonidigezh d’an holl dud, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken an holl dud o deus ar reizhadur a ro ar vuhez.