Sant Ian 12:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne varv ket ar c’hreunenn winizh a gouezh d’an douar, e chom hec’h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ma na varv ket ar c’hreunen winiz, goude ma vez taolet en douar, e choum he‐unan; mes mar marv, e toug kalz a frouez. |
Bez' on evel an dour a red, va holl eskern a zo diframmet, va c'halon a zo evel koar, o teuziñ e-kreiz ac'hanon.
Ar gwinizh a fonno er vro, war lein a menezioù. E frouezh a drouzo evel al Liban. Ar bobl a vleunio er c'hêrioù evel geot an douar.
Dornañ a reer an ed, met ne wasker ket anezhañ dalc'hmat; bountañ a reer rod ar c'harr ha treid ar c'hezeg warnañ, hep flastrañ anezhañ.
Rak evit-se eo Krist marvet, eo adsavet a-varv hag en deus adkemeret ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv.