Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
Sant Ian 12:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea hag e c’houlennjont dioutañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar re‐man a zeuaz da gavout Philip, hag a oa euz a Vethsaïda en Galile; hag e pedjont anezhan, en eur lavaret: Aotrou, ni a garfe gwelet Jesus. |
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
en ur lavarout: Pelec’h emañ an hini a zo ganet da roue d’ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d’e azeuliñ.
Natanael a lavaras dezhañ: A-belec’h ec’h anavezez ac’hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c’halvas Filip ac’hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus.
Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.