Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.
Sant Ian 12:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d’ar marv, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha prinsed ar veleien en em guzuliaz evit lakaad ive Lazar d’ar maro, |
Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.
Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.
Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc’has raktal kuzul a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.
Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.
Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.
Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec’h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ.
Ur vandenn vras a Yuzevien o vezañ gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa adsavet a-douez ar re varv.