Evel-se Israel a welas an dorn kreñv en doa displeget an AOTROU a-enep an Ejipsianed. Hag ar bobl a zoujas an AOTROU , hag e kredjont en AOTROU hag e Moizez e servijer.
Sant Ian 11:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze, kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gavout Mari, pa weljont ar pezh en doa graet Jezuz, a gredas ennañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se kalz euz ar Judevien hag a oa deuet da velet Mari, hag ho doa gwelet ar pez hen doa great Jesus, a gredaz enhan. |
Evel-se Israel a welas an dorn kreñv en doa displeget an AOTROU a-enep an Ejipsianed. Hag ar bobl a zoujas an AOTROU , hag e kredjont en AOTROU hag e Moizez e servijer.
Kalz a dud a zeuas d’e gavout hag a lavaras: Yann, evit gwir, n’en deus graet mirakl ebet, met kement en deus Yann lavaret diwar-benn hemañ a zo gwir.
ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur.
Ar Yuzevien a oa gant Mari en ti ouzh he frealziñ, pa weljont e oa savet ken buan hag e oa aet er-maez, a heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d’ar bez.
Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n’anzavjont ket kement-se abalamour d’ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn,
E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloù a rae.
Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar C’hrist, hag ober a raio brasoc’h mirakloù eget ma ra hemañ?